CHŒUR D'HOMMES DE BRETAGNE
Ur c'havell etrebroadell
Pell a-walc'h eus ar vro eo bet ganet ar c'hor "Mouezh Paotred Breizh" e 1993 : e Atlanta, e Stadoù Unanet, e-lec'h e oa pedet da zont da ganañ lazoù -kanañ paotred eus Bro-Gembre, Bro-Saos, Bro-Ganada ha Bro-Aostralia, hag ivez Breizhis bodet tro-dro de Yann-Vari Airault ha Yann-Ber Premel.
Da frouezhañ hon herez breizheg
Ar sonerezh, an dañsoù, ar c'hontadennoù, ar c'han e brezhoneg a ro nerzh d'hon identelezh, d'hon istor, d'hor buhez.
Dre ar c'han eo e klask ar c'hor "Mouezh Paotred Breizh" kas war-raok abaoe sevenadur Breizh ha da geñver e veajoù lakaat hon histor, hon douar, hor yezh, hor c'hredennoù da vezañ anavezet e Bro-Frañs hag e broioù all.
Eus an hengoun d'an amzer-vremañ
Kanaouennoù eus Breizh ha Bro-Gembre a vez kanet gant " Mouezh Paotred Breizh". Enoret e vez gant ar c'hor barzhed, troerien ha kempennerien eus ar vro, tud yaouank a-walc'h a-wechoù..
Ur stumm divoutin
Kant bennag a dud o deus kemeret perzh e kresk ar c'hor abaoe e grouidigezh, pep-heni gant e dalant hag startijenn. Gant ar memes birvilh atao e labour un hanter-kant bennag a ganerien ha sonerien o tont eus pemp departamant Breizh.
Un anv brudet
Deuet eo da vezañ ar c'hor "Mouezh Paotred Breizh" ur mestr war dachenn ar c'han liesvouezhieg e brezhonneg.
Roet e deus ouzhpenn 400 sonadeg, e pep-lec'h e Breizh, e-pad Gouelioù Kemper hag an Oriant da skwer, med ivez en diavaes-bro : Paris, Elzas, Euzkadi, Lyon, Touraine, Lorraine, Bearn, Vosges, h.a; hag en estren-vro : Bro-Gembre, Bro-Iwerzhon, Asturias, Latvia, Republik Tchek, Bro-Saos, Suis, Italia, Bro-Skos.
Kampion Breizh
"Mouezh Paotred Breizh" a gemer perzh pep bloaz e Kampionad Breizh al lazoù-kanañ e-pad Gouelioù Kann al Loar e Landerne.
Roet eo bet prizh ar grouidigezh d'ar ganadenn "Kan glaz ar sklerijenn" gant ar c'hor e 2013 hag e 2008, 2012, 2015 ha 2016 eo bet anvet "Mouezh Paotred Breizh" kampion Breizh al lazoù-kanañ e brezhoneg.
Copyright @ All Rights Reserved